An nep a zo o chom e Bro Roazhon a dle mont da weladenniñ ekomirdi ar Bintinais ha, dreist-holl, kas e vugale gantañ. Digoust eo al lec’h war ar marc’had ! Er mirdi-se e c’hell Bretoned eus Breizh-Uhel dizoloiñ penaos e veve an dud diwar ar maez gwechall. Ha disheñvel eo ar Bintinais eus ekomirdioù all, hini Groez pe hini Sant-Degan da skouer kar disheñvel e oa ar vuhez gwechall er c’hontre-mañ. Pinvidik e oa Bro-Roazhon ha pinvidik an damanioù a oa puilh tro Roazhon.
Abaoe nebeut e weler ur seurt « Dihun Breizh-Uhel », gant he c’hizioù, he yezh, he identelezh ha ni Breizh-Izeliz a vez techet, a-wezhioù, da chom hep klask anavezout muioc’h Gorre-Breizh. Ur domaj eo.
Er mare-mañ ez eus un diskouezadeg eus ar c’hentañ e ekomirdi ar Bintinais : « Fleurs, au-delà des apparences » hec’h anv. E penn-kentañ e soñje din e vefe borodus. Estreget ar re sot gant ar bleunioù, piv bennak a vefe dedennet gant seurt diskouezadeg, lârit din ?
Er c’hontrol, bez ez eus anv eus istor sokio-sevenadurel ar bleunioù e Breizh ha, pelloc’h, en Europa. N’eo ket bleunioù a vez gwelet nemetken, istor Breizh dre istor ar bleunioù ne lavaran ket. Ha desket ‘m eus ur bern traoù : ar c’hentañ « krash » arc’hantel a zo c’hoarvezet en Izel-Vroioù e 1637 abalamour d’ar brokerezh war an tulipezennoù da skouer. Pe penaos e vez aozet marc’had ar gwerzh bleunioù hiziv ha deus pelec’h e teu al lodenn vrasañ anezho. Ha gouzout a rit penaos e veze aozet an dilhad sul gant bleunioù gwechall e Breizh ?
Ouzhpenn-se, a-fet aozadur eo bet sellet pizh ouzh an doare da sklêrijennañ objedoù ha taolennoù an diskouezadeg. Un taol kaer !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025 dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine